Eadweard Muybridge | |
---|---|
Eadweard Muybridge (1893) | |
Ganedigezh | Edward James Muggeridge 9 a viz Ebrel 1830 Kingston-upon-Thames Bro-Saoz |
Marv | Eadweard James Muybridge 8 a viz Mae 1904 Kingston-upon-Thames |
Broadelezh | Saoz |
Micherioù | Luc'hskeudenner Ijinadenner |
Oberennoù pennañ |
• Horse in motion (1878) (Luc'hskeudennoù blivet) • Ar zoopraksiskop (1879) |
Eadweard James Muybridge (1830-1904) a oa ul luc'hskeudenner saoz a studias an doareoù da lakaat fiñv el luc'hskeudennoù.
Edward James Muggeridge e oa e anv gwirion, a zivizas lakaat er pezh a oa e stumm angl-ha-sakson orin hervezañ.
En e yaouankiz ez eas da vevañ da Stadoù-Unanet Amerika, ma chomas dianav betek 1868, pa voe brudet e luc'hskeudennoù eus Yosemite Valley (Kalifornia) er bed a-bezh.
Kounaet e vez hiziv abalamour d'e labour difraoster war doare al loened d'en em zilec'hiañ, pa rae gant meur a gamera evit luc'hskeudenniñ argerzh an dilec'hiañ-se, hag abalamour d'ar zoopraksiskop a ijinas evit bannañ an argerzh-se war ur skramm : unan eus diorreerion an tresadennoù-bev hag ar sinema e voe ivez neuze.